Digor bemdez eus 10e da 6e (nemet da Lun).
E miz Gouere hag e miz Eost, digor bemdez eus 10e da 7e.
Digor d’an deizioù-gouel nemet d’ar 1añ a viz Genver, d’al Lunioù 1añ hag 8 viz Mae, da Lun Fask ha d’ar Pantekost ha d’ar 25 a viz Kerzu.
Serr e miz Genver evit ober labourioù teknikel.(munudoù war www.musee-peche.fr)
PRIZIOÙ LEUN : 5 €
PRIZIOÙ DIGRESKET : 3 € (gant diskouez ur brouenn)
Tud yaouank etre 16 ha 18 vloaz, studierien, izili eus « Toutélà Breizh », CEZAM, PBOS - Poellgor broadel an ober sokial - (den a zo gantañ ar gartenn hag e wireien) ha koufrig Prof Wonderbox, tud a zo ganto ar pass « Mon Finistère » hag ur baberenn « Loisirs en Finistère), kelennerien, hag a ziskouezo ur bilhed e talvoud eus ar bloaz o ren eus Marinariom Konk-Kerne, eus Ti ar Glad e Konk-Kerne, eus Mirdi Pont-Aven hag eus Festival ar Rouedoù Glas e-pad ar festival.
STROLLADOÙ TUD DEUET OUZHPENN 10 DEN : 3 € DRE ZEN.
DIGOUST (DISKOUEZ UR BROUENN) :
Dindan 18 vloaz, klaskerien labour (gant prouennoù zo 6 miz kozh d’ar muiañ), an dud a zegemer KKO (korvoder kengred oberiant), koskor Ministrerezh ar Sevenadur, kazetennerien, kasourien ar glad, heñcherien-jubennourien ha heñcherien-brezegennerien, tud a zo ganto ar gartenn ICMM hag ICOM, izili eus Mignoned Mirdi Pont-Aven ha/pe eus Mirdi ar Pesketaerezh, tud nammet hag o ambrougerien (diskouez ur gartenn namm) ha dre wir evit un ambrouger evit ur strollad ouzhpenn 10 den.
1 bilhed priz leun e Mirdi ar Pesketaerezh (bilhed e talvoud er bloaz o ren) = 1 bilhed priz digresket e Mirdi Pont-Aven hag er Marinariom hag e Ti ar Glad e Konk-Kerne.