Eurioù
Digor bemdez eus 10e da 6e nemet da Lun.
E miz Gouere hag e miz Eost, digor bemdez eus 10e da 7e.
Serr d’ar 1añ a viz Genver, da Lun Fask ha d’ar Pantekost, hag ivez d’ar 25 a viz Kerzu.
Serr e miz Genver evit ober labourioù teknikel.
Prizioù
Priz leun : 5 €
Priz digresket : 3 €
Priz digresket : (Diskouez ur brouenn): tud yaouank etre 18 ha 26 vloaz, tud a zo ganto ar Paseporzh sevenadurel (KD29), izili eus TOUTELA Breizh, CEZAM, PBOS (Poellgor broadel an ober sokial), CEZAM, koufrig prof Wonderbox, kelennerien, diskouez ur bilhed e talvoud eus Marinariom Konk-Kerne, eus Ti ar Glad, eus Mirdi Pont-Aven hag eus Gouel ar Rouedoù Glas e-pad an abadenn.
Strolladoù oadourien ouzhpenn 10 den enno : 3 € dre zen
Digoust (gant diskouez ur brouenn) : dindan 18 vloaz, klaskerien labour (gant prouennoù 6 miz kozh d’ar muiañ), koskor Ministrerezh ar Sevenadur, kazetennerien, mirourien ar glad, kasourien ar glad, heñcherien-jubennourien, heñcherien-brezegennerien, tud ganto ar gartenn ICOM (Kuzul etrebroadel ar mirdioù)), tud ganto ar gartenn ICMM (International Congress of Maritime Museums) pe « Breizh Mirdioù », izili eus Mignoned Mirdi Pont-Aven ha/pe eus Mirdi ar Pesketaerezh e Konk-Kerne, tud nammet hag un ambrouger (gant diskouez ur brouenn), ha dre wir evit un ambrouger evit ur strollad ouzhpenn 10 den.
1 bilhed priz leun e Mirdi ar Pesketaerezh (bilhed e talvoud er bloaz o ren) = 1 bilhed priz digresket e Mirdi Pont-Aven hag er Marinariom hag e Ti ar Glad e Konk-Kerne.